Maen Brest

E Brest, da vare diskar-amzer 2016, e oa bet aterset maouezed ha gwazed ganeomp. Eus Brest ne oant ket, p’o doa ranket tec’hel kuit eus o bro. O zestenioù eo, evel dielloù, a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Hag e-kichen an dielloù e vo klevet istor ur penn-den ijinet, rak Maen Brest a zo bet skrivet a-zaou evel un oberenn faltazi ivez : un digarez oa evitomp da liammañ ar vuhez bemdez e Breizh gant danvez sebezus an testenioù a oa bet fiziet ennomp gant ar repuidi. Ar penn-den faltaziet ‘c’hallfe bezañ klevet evel un test eus e rummad, unan a zo o klask e hent en ur bed post-sarkozy, etre tourmant ar mediaoù ha gwirionez eeun un emgav den-ha-den. Gwiadiñ meur a yezh, en em gavout gant tud ha, kaeroc’h c’hoazh, ober un degemer mat dezho, ha ma vefe kement-mañ an doare aesañ da c’hounit karantez ha mignoniezh ?

Pellgargañ an abadenn

Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon
Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon
Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourgès
C’hoari : Marion Gwenn
Krouiñ ar son : Marie Guérin
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian.

Trugarekaat :
Trugarez c’hoazh hag adarre, d’an dud o deus fiziet ac’hanomp gant o zestenioù.
Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l’Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout – Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.

Paotr e valizenn

Teatr Piba, Dizale & Radio Kerne a zo laouen o kinnig deoc’h Paotr e valizenn, un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio.

En em gavout a ra daou vugel, Nafi ha Krysia, war an hent. Hag int tec’het kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina… er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo.

Pellgargañ ar faltazi

Teir-oberenn ar peñse : Lampedusa Beach, Lampedusa Snow & Lampedusa Way

Teatr Piba, Dizale & Radio Kerne
a ginnig

Teir-oberenn ar peñse

Lampedusa Beach, Lampedusa Snow & Lampedusa Way

Abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio
Troet e brezhoneg gant Aline Gleoneg diwar oberenn Lina Prosa, Trilogia del naufragio

Lampedusa Beach & Lampedusa Snow

Kontañ a ra an daou rann kentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza…

Lampedusa Beach

 

Lampedusa Snow

Rener arzel : Thomas Cloarec
Gant : Tifenn Lineate, Tony Foricheur
Sonerezh : Steve Shehan
Trouziañ : Javier Marinero
Enrollet e studioioù Dizale ha Dahlias, e miz Du 2016
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf, Jean-Marie Ollivier

Lampedusa Way

Lodenn ziwezhañ an teir-oberenn eo Lampedusa Way. Mont a ra Schaüba ha Mohamed da enezenn milliget Lampedusa war roudoù o nized Mahama ha Saïf…

Rener arzel : Thomas Cloarec
Gant : Marion Guen, Tangi Daniel
Sonerezh : Steve Shehan
Trouziañ : Javier Marinero
Merañ ar son : Gwenole Peaucerf, Jean-Marie Ollivier
Ardivink skignañ dre selaouelloù : Agence du Verbe, Pascal Rueff

Digor d’an holl gant ma vo miret ar plasoù en a-raok
digant ar c’houarz 02 98 33 70 70

Gant sikour :

Rannvro Breizh & FALB, Skoazell ar c’hleweled e brezhoneg

Ar Maezioù e podkast

podkastpiba1N’ho peus ket gellet mont da welet Ar Maezioù, ar fiksion radio c’hoariet ha skignet war-eeun ? Amañ ‘mañ da selaou en-dro ha da bell kargañ.

Ar Maezioù diwar The Country gant Martin Crimp

Piv eo ar plac’h vadaouet dastumet da noz gant Richard war bord an douflez ? Perak e ro bod dezhi er gêr ?
Corinne, Richard, Rebecca…Piv a lâr gaou, piv a lâr gwir ? Gant Ar Maezioù e ra dimp Martin Crimp avañturiñ dre hentoù kevrinus hag arvarus ar c’hoantoù hag an anken.

A-benn chom tost diouzh bed an « arvestoù bev » eo bet dibabet gant Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale labourat war un oberenn c’hoariva a-vremañ : THE COUNTRY – AR MAEZIOÙ, gant ar skrivagner saoz Martin Crimp. Krouet e vo ar pezh-c’hoari skingomz diwar un destenn skrivet en un doare resis ha kizellet munut, ha diwar he zroidigezh brezhoneg. Ar pep brasañ eus al labour a vo graet e-pad ar prantad pleustriñ, evel er c’hoariva, gant ar pal « lec’hiañ » anezhañ evit ar skingomz. Ar prantad « enrollañ-skignañ » a vo graet dirak arvestourien, evit chom gant ur spered « arvest bev ». Termenet e vo an dachenn c’hoariva dre ar son da gentañ neuze, ha pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo reiñ buhez da bed Martin Crimp.

Troidigezh/dramaturgiezh : Mich Beyer
Produet gant DIZALE – RADIO KERNE – TEATR PIBA
Rennerezh arzel : Thomas Cloarec,
Aktourien : Loeiza Beauvir , Marion Gwen, Tony Foricheur,
Sonnerezh : Jérôme Kerihuel,
Son ha trouzioù : Javier Marin Leyton,
Merourien son : Gwenole Peaudecerf (TEATR PIBA) Jean-Marie Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE),
Produiñ : DIZALE-RADIO KERNE,
Grafegezh : Camille Argouarc’h,
Gant sikour : Rannvro Breizh/FALB – An Artemuz e Brieg.