Adkroget ganti #24

podkast

Adkroget ganti #24

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
An abadenn ziwezhañ a vo hiziv !

Didier Goubil ha Jean-Noël Ballot a glevimp da zigentañ evit safaret deus ar brini-tour. Anna-Vari Chapalan ha Maryse Colin a vo ouzh mikro Tunvezh Wloegen, evit safaret deus an dilennadegoù-kêr e Kemper.

Kronikennoù gant Morgane Bramoullé ha Laetitia Fitamant.

Keleier gant Neven Penneg.


Pellgargañ an abadenn

Re a vrini-tour er vro ?

podkast

Komañset eo al labourerien-douar da vont skuizh gant ar brini-tour ! E Breizh-Izel ‘zo bet dic’hastet meur a barkad maiz ganto ha setu oa bet dav hadañ en-dro. Met n’eus ket bet dizomajet den ebet evit an dra-se evit ar mare. Lod a gav da lâret neuze ‘vefe dav lazhañ un nebeut re kuit dezho da zont re stank er vro. Pezh eo, n’haller ket ober drouk d’al lapoused-se sañset, peogwir int difennet gant al lezenn.

Petra ober neuze ? Jean-Noël Ballot, ornitologour e Breizh Vev, ha Didier Goubil, deus kambr al labour-douar e Kemper, a zo ‘vont da lâret o soñj deomp diwar-benn an dra-se.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #16

podkast

Adkroget ganti #16

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, a safaro deomp deus dizro ar re yaouank d’ar skol a-benn dilun.
Brieg Guerveno a glevimp en-dro diwar-benn e bladenn nevez, bet choazet n’eus ket pell gant Produet e Breizh evit priz ar bladenn produet e Breizh.

Teir c’hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag ar gronikenn Yec’hed asambles gant Gaelle Pedron hag Enora Molac.

Keleier gant Tunvezh Wloegen.

Pellgargañ an abadenn