Venuzed ar Paleolitik

podkast

Labour Leroy McDermott

Un tammig partout en Europ, ha beked ar Siberi memes, ‘zo bet kavet en-dro statuigoù merc’hed noazh, pep hini gant ur pezh kôf ha cheltrennoù bras. “Venuz paleolitik” a zo bet graet deuzouto gant an istorianed, met n’ouzer ket c’hoazh petra veze graet ganto gwechall-gozh, na petra int sañset da reiñ da welet.


Pellgargañ ar gronikenn

Re Bell Ganti 11/01/2022

podkast

(Foto : Le Télégramme)

Re Bell Ganti 11/01/2022

Claire Cariou, asambles gant Benjamin Bouard, evit safaret deus ar film “Le Cheval de Fer”.
Bleuenn Raynaudon, asambles gant Laetitia Fitamant, diwar-bouez ar pred e brezhoneg a vez aozet e Douarnenez bep eil merc’her ar miz.

Kronikennoù : ‘Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed / Teñzor ar brezhoneg komzet
Keleier gant Tunvezh Wloegen


Pellgargañ an abadenn

Deskiñ brezhoneg ar bloavezhioù 60

podkast

Yeun ar Gow (foto : Riwanon Kervella)

Anne-Marie Gloaguen ‘deus klevet brezhoneg en-dro dezhi abaoe atô. He zud a ouie brezhoneg mat-tre, met evel ur bern Bretoned all o deus kavet gwelloc’h deskiñ galleg dezhi da gentañ. Met Anne-Marie a faote dezhi deskiñ brezhoneg memestra !

Benjamin Bouard a zo bet e Langoned oc’h en em gavout asambles ganti, evit dezhi kontañ dezhañ penaos oa-hi krog da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1960. Kaozeet ‘vo dreist-holl deus an dud o deus sikouret anezhi da zeskiñ ar muiañ, tud evel Loeiz Ropars, Marc’harid Gourlouaen pe c’hoazh Yeun ar Gow. An dra-se ‘vo un digarez d’ober un droiad e bed ar brezhoneg er bloavezhioù 60 ha 70.


Pellgargañ an abadenn