Mont war e flutigoù
Hiziv ‘vo desket deoc’h en-dro mont war ho flutigoù, puchañ ma karit. An dra-mañ a zo un dra vat evit ar c’horf. Sébastien Guinier, eus ar stal Aven Yoga e Kemperle, a zo ‘vont da ziskouez deomp.

Stumm ar wask
Ur stumm all a vo desket deoc’h hiziv gant Sébastien Guinier : stumm ar wask ! Hag an dra-mañ a ray vat d’ho kein !
Saludiñ an heol #3
Mat ! Desket ‘peus un nebeut stummoù evit saludiñ an Heol, poent eo esaeiñ ober ar saludiñ deus an eil penn d’egile bremañ ‘vat ! Sébastien Guinier, deus ar stal Aven Yoga e Kemperle, a zo ‘vont da zeskiñ deomp.
Stumm ar c’hobra
N’eo ket achu saludiñ an heol ! Meur a stumm a ranker ober, c’hwi oar mat ! Stumm ar c’hobra a vo desket deoc’h bremañ, asambles gant Sébastien Guinier !