
Stumm ar c’hi e benn d’an traoñ
Komañset omp da zeskiñ Saludiñ an Heol bremañ. Daou stumm a vo gwelet ganeomp da zigentañ : stumm ar pleg war-raok ha stumm ar c’hi e benn d’an traoñ, asambles gant Sébastien Guinier.
Stumm ar c’hi e benn d’an traoñ
Komañset omp da zeskiñ Saludiñ an Heol bremañ. Daou stumm a vo gwelet ganeomp da zigentañ : stumm ar pleg war-raok ha stumm ar c’hi e benn d’an traoñ, asambles gant Sébastien Guinier.
Stumm ar wezenn
Adstaget omp hiziv gant ar c’hronikennoù yoga asambles gant Sébastien Guinier. Hag an taol-mañ emañ-eñ ‘vont da zeskiñ deomp un dra ha ‘peus gwelet meur a wech emichañs : stumm ar wezenn.
Skeudenn ar film “Kan ar Mor” gant Tomm Moore
Beñjamiñ, Morgan ha Laetitia o deus bet da adkavout anvioù 14 tresadenn-bev gall. Aze eo e weler pegent brav e teu gant industriezh an animañ e bro C’hall. N’eo ket bet aes ar Blind Test evit an holl, met a stroll int deuet a-benn brav da gavout pep tra pe dost ! Kalz c’halleg er c’hoari-mañ neuze, meeeet brezhoneg ivez, dre c’hras da labour ar stal Dizale, hag en eus troet un toullad tresadennoù-bev a feson e brezhoneg.
Ar c’hoari a zo bet prientet ha kaset da benn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Listennad ar Respontoù :
1 – Persepolis (2007), gant Marjane Satrapi ha Vincent Paronnaud
2 – Le Roi et L’oiseau (1980), gant Paul Grimault
3 – Les Lascars (2009), gant Albert Pereira Lazaro hag Emmanuel Klotz
4 – Asteriks ha Kleopatra (1968), gant René Gosciny ha Albert Uderzo
5 – Ma Vie de Courgette (2016), gant Claude Barras
6 – Ernest ha Selestin (2012), gant Stéphane Aubier, Vincent Patar ha Benjamin Renner
7 – Aya de Yopougon (2013), gant Marguerite Abouet ha Clement Oubrerie
8 – Diougan ar Ranned (La prophétie des grenouilles, 2003), gant Jacques Remy Girerd
9 – Les Triplettes de Belleville (2003), gant Sylvain Chomet
10 – Kirikou et la Sorcière (1998), gant Michel Ocelot
11 – Al Louarn Braz Drouk (Le Grand Méchant Renard, 2017), gant Benjamin Renner ha Patrick Imbert
12 – Le Chat du Rabbin (2011), gant Joann Sfar hag Antoine Delesvaux
13 – Asteriks et le Domaine des Dieux (2014), gant Alexandre Astier ha Louis Clichy
14 – Kan ar Mor (Song of the Sea, 2014), gant Tomm Moore
Stumm penn ar vuoc’h
Desket ‘peus labourat gant ho anal, mat eo. Poent eo deoc’h mont un tamm pelloc’h bremañ ! Sébastien Guinier a zo ‘vont da zeskiñ deomp peseurt-mod ober stumm penn ar vuoc’h. N’eo ket gwall diaes !