Tort eo istor ar familh Even. Ar vugale ne ouient ket piv ‘oa o zad gwir, o deus en em gavet er fin. Frommet int. Un digarez da zont en-dro war o bugaleaj, ha n’eo ket bet gwall eeun kennebeut all: e fin ar gont eo an holl vugale ‘oa bet war-nes mervel yaouank en ur gwallzarvoud. ‘Emañ an Drouk en-dro dezhe’.
Lizhiri gourdrouz zo bet kaset da JR. Piv en deus e ampoezonet? Viviane zo mantret: penaos ne ouie ket ‘oa deus al lizhiri-se? Ha gevier a vefe bet kontet dezhi? He bugale, he gwaz marv, an holl a c’hell kargañ gant rebechoù. Pebezh familh’!
E ti an notaer. Strollet eo ar familh evit klevet lavaroù diwezhañ Job-Ronan. Ha petra ‘vo en hêrez laosket gantañ? Lizhiri gourdrouz ouhzpenn an testamant! Ha dedenniñ a reont kalz un den dianav d’ar familh, ur mignon kozh d’an hini marv: an enseller Hencule Pour.
Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Gwall ziaes eo disoc’h an enkañ war micherioù zo. Re ar sevenadur a zo skoet kalet. E Douarnenez o deus bet tapet tud ar sevel filmoù, pezhioù c’hoari, koñsertoù, ar boaz d’en em welet reoliek, araok an enkañ zoken. Prepariñ a reont an dazont, par ma c’hellont, met ar pezh a vanka dezhe eo gouzout penaos kontañ war hon dilennidi. Gant Anne Gouerou (Pol Kleweled Douarnenez) Caroline Troin (Rhizomes) hag ur vignonez a gengred gante (Emmanuelle Eon, eus C’hoariva, ur gevredigezh staget he mont en-dro eus politikerezh ar rannvro).
Ouzhpenn ar Vretoned zo: pet amerindian a oa en div Amerik araok ar bloaz 1492?
Yannig Mainguy ha Drian Bernier a c’halv an dud a fell dezhe kaout ar CAP brezhonek war micherioù ar vugaleaj da vont e darempred gante pe gant stummerien ar CLPS e Kemper araok ar 7 a viz Gouhere: emaint o prepariñ an distro-skol.
Oberennoù gant Raoul Dufy zo c’hoazh ouzh mogerioù Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper. Gant Annaig Loizel, heñcherez, ouzh mikro Morgane Bramoulle.
Ar Bed o Treiñ : Un diskoachadenn dibar zo bet graet e-kichen Stonehenge: tud Nevzaodvezh ar mein o doa graet poulloù bras divent da stummañ ur c’helc’h gouestlet d’o lidoù.
Keleier gant Erwan Blanchard