Alexander Fleming & ar penisilin

D’an 3 a viz Gwengolo 1928 e tistro Alexander Fleming d’e labourva, goude ur prantad vakañsoù. Labourat a ra evit ar Saint-Mary’s Hospital, e Londrez.
Lezet en doa bakterioù stafilokok kreskiñ ha liesaat… ha kavout a ra ar boestoù m’emaint trevadennet gant un doare kotoñs arc’hlas, lous. Ar foueenn penicillium notatum eo a zo bet kavet he hent ganti: deuet eo deus boestoù tost ouzh re Flemming, diouzh boestoù ur medisin all, hag a vez o labourat en e gichen.
Fleming zo prest d’o skarzhañ holl met ur skiantour eo da gentañ: sellet a ra a dost ouzh an danvez kresket en e voestoù, ha dont a ra dezhañ un anadenn. Miret eo bet ar stafilokokoù da greskiñ, da liessaat ha da gemer muioc’h a blas er boestoù e-lec’h m’emañ ar fouenn. Un danvez bennaket enni a zo kat da vougañ ar bakterioù.
Diouzhtu ‘ra Fleming Penicilline eus ar foue-se.

Pellgargañ

Tom & Kitty Higdon

Ar grev hirañ bet kaset biskoazh e Bro Saoz ‘oa bet lañset e 1914 gant skolidi hag o zud evit difenn ur  c’houplad mistri-skol, Tom ha Kitty Higdon. Padet eo 25 ploaz, betek marv Tom e 1939.
Tom ha Kitty Higdon a oa bet tennet o c’harg digante goude ma oa bet displijet izili ar poellgor karget da aozañ an deskadurezh en o c’horn-bro. Mennet mat e oa an daou vestr-skol da virout an holl vugale gante war holl deizioù ar sizhun, en holl vloavezhioù ret da gaout un deskadurezh diazez, ha da ginnig dezhe ur c’helenn a galite en ur sal glas brav ha tomm. Met d’an ampoent e veze ezhomm da gas ar vugale-se er parkeier gant o zud reoliek, hag ar berc’henned a denne mort d’an nerzh-labour yaouank-se evit al labourioù da ober en tiez-feurm. Ha dispignoù paper, levrioù ha koad da lakaat er siminal da dommañ ar skol ne veze ket graet evit ar vugale baour. Anveet eo bet ar stourm-se ‘The Burston Strike School’.

Pellgargañ

Gabriele Münter

Gabriele Münter a oa bet ganet e Berlin en ur familh bourc’his e 1877. Yaouank-tre dija ‘oa komañset da dresañ. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar piano ivez. Un deskadurezh boutin evit ur verc’h d’ ar vourc’hiselezh d’ar poent-se. Buan he deus kavet plijusoc’h an arzoù grafek, ha lezet eo bet d’ober he choazoù gant he zud.
Ur skoilh he doa anavezet, en desped da spered digor he zud, ha d’an argant a c’hellent lakaat en he studioù: Akademiezh an arzoù-kaer a nac’he degemer merc’hed.

Pellgargañ