Search Results for: benjamin bouard

Raktres Redadeg 2018 – Kanevedenn

Peder flac’h a zo staget gant Kanevedenn : Katell Cloareg, Marion Gwenn, Maud Anelli ha Severine Valomet. Un abadenn nevez evit ar vugale an hini eo, e brezhoneg tout. Desket ‘vez d’ar re vihan merañ o sañtimañchoù, gant tri liv neuze : ruz evit an droug enno, glas evit an dristidigezh ha melen evit al levenez.

A-benn bloaz e vint prest da c’hoari an abadennoù kentañ. Evit ar mare ‘vênt o sevel ar c’hanaouennoù hag ar sonerezh c’hoazh. 6000 euro a vo graet dezho gant ar Redadeg. Un atersadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an atersadenn

Ar Filmoù Alaman

podkast

Skritell ar film “Lola rennt”

Ur c’hoari anavezout ar filmoù alaman. Klaskit c’hwi ivez da gavout anv ar film a vo klevet ! Ur pemzek film bennaket a zo bet dibabet, e touez ar re vrudetañ bet savet dibaoe ar bloavezhioù 1920.

O kemer perzh : Laetitia Fitamant, Benjamin Bouard, Morgan Bramoulle, Gael Hellary. Savet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.

Respontoù :

1. “Good Bye, Lenin” (2003) savet gant Wolfgang Becker

2. “Das Boot” (1981) savet gant Wolfgang Petersen

3. “Das Leben der Anderen” (2006) savet gant Florian Henckel von Donnersmarck
Bzh : “Buhez ar re all”
Gall : “La vie des autres”

4. “Die Welle” (2008) savet gant Dennis Gansel
Bzh : “Ar wagenn”
Gall : “La vague”

5. “Der Untergang” (2004) gant Oliver Hirschbiegel
Bzh : “An diskar”
Gall : “La chute”

6. “Der Himmel über Berlin” (1987) gant Wim Wenders
Bzhg : “An neñv a-uz Berlin”
Gall : “Les ailes du désir”,

7. “Metropolis” (1927) savet gant Fritz Lang

8. “Auf der anderen Seite” (2007) gant Fatih Akin
Bzhg : “Deus an tu all”
Gall : “De l’autre coté”

9. “Der Baader Meinhof Kompleks” (2008) gant Uli Edel
Bzhg : “Bandennad Baader”
Galleg : “La bande à Baader”

10. “Lola rennt” (1998) savet gant Tom Tykwer
Bzhg : “Red Lola”
Galleg : “Cours Lola, cours”

11. “Die fetten Jahre sind vorbei” (2004) savet gant Hans Weingartner
Bzhg : “Echu gant ar bloavezhioù loc’h”
Galleg : “The Edukators”

12. “Christiane F. – Wir Kinder vom Bahnhoff Zoo” (1981) savet gant Uli Edel
Bzhg : “Christiane F. – Ni, bugale Bahnhoff Zoo”
Galleg : “Moi Christiane F., 13 ans, droguée, prostituée…”

13. “Toni Erdmann” (2016) savet gant Maren Ade

14. “Mühnchhausen” (1943) savet gant Jozef von Bàky
Galleg : “Les aventures fantastiques du baron de Mühnchhausen”

Atersadennoù

War an dachenn en un ti-feurm pe ur mirdi arz a-vremañ, er studio gant arbennigourien war ar politikerezh pe ur paotr yaouank kampion surf, setu ur renabl eus an atersadennoù kaset da benn gant Benjamin Bouard, Morgane Bramoullé, Laetitia Fitamant, Tunvezh Gwloagen-Grandjean ha Marianne Vaidie. Da selaou, selaou en-dro ha podkastiñ !