Setu amañ koñchennoù Lanig Rouz bet embannet gant Arkae evit ar wech kentañ e 2009 hag adembannet e 2022 dindan ar stumm orin, da laret eo skrivet e brezhoneg e-giz ma vez savaret en Erge-Vras. Ouzhpenn e dalvoudegezh evit an istor lec’hel e kaver e testeni Lanig Rouz, ur guchennad troioù lavar eus Bro C’hlazig a ro blaz d’e vrezhoneg gwriziennet mat. Lennet eo bet ar c’hoñchennoù e brezhoneg Erge gant Reun Rest, enrollet eo bet e studio Radio Kerne.
Pa c’haio ar wagenn
Ur faltazi radio azaset diwar oberen QUAND VIENDRA LA VAGUE, gant Alice Zeniter.
Sevenet eo bet an oberenn gant Thomas Cloarec evit an Teatr Piba,
gant mouezhioù Loeiza Beauvir ha Tangi Daniel, ha sonerezh Krismenn.
Produiñ : Kalanna production, Teatr Piba gant sikour ar FALB – RANNVRO BREIZH
Kelenn… deskiñ
Kelenn… deskiñ
Ur gaozeadenn a frapadoù war ar pezh a dremen etre ar gelennerien ha kelennerezed hag an deskarded ha deskardezed.
A-ramp War’r Gomz
Dre glotennoù pe e komz plaen emañ barzhoniezh Breizh war wagennoù Radio Kerne ha Radio Naoned ! Testennoù arzourien hag arzourezed a vremañ hag an amzer dremenet a zeu da vev pa vezont lâret ha klevet.
Er gronikenn « A-ramp War’r Gomz », e yomp gant lusk yezh ar barzhed ha barzhezed breton, ha e teskomp war varzhoneiezh Vreizh gant enklaskerien pe arzourien.
Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias ha Tunvezh Glagen-Grandjean.