Ar bezhin

Ar bezhin, un heuliadenn e 7 lodenn bep Meurzh da 7e ha bep Sul da 11e !

Petra eo ar bezhin, penaos e vevont en o endro, peseurt liamm a zo bet etre ar bezhin hag an dud gwechall ha hiziv an deiz, peseurt implij a zo ganto…

Setu ur veaj en ur bed dianavezet heñchet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean.

Gouel sinema Douarnenez 2021 – 2/2

War-eeun eus festival sinema Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres.

En abadenn hiziv :

Morgane Lincy Fercot, eus Tita Productions Daoulagad Breizh, diwar-benn ar film Akelarre
Christina Alexopoulos De Girard, enklaskerez, diwar-benn minorelezhioù Gres
Kristian Braz, diwar-benn Gres er bloavezhioù 70
Alexis Belbeoc’h diwar-benn levraoueg ar festival

Rentañ kont ar film La pierre triste gant Filippos Koutsaftis

Kinniget gant Laetitia Fitamant, Tunvezh Glwagen-Grandjean, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.

Pellgargañ an abadenn

Gouel sinema Douarnenez – 1/2

War-eeun eus festival sinema Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres.

En abadenn hiziv :

Elen Rubin, Daoulagad Breizh, war aozañ ur festival da vare ar c’hovid
Soazig Daniellou, sevenourez ar film e brezhoneg Noz, skignet er festival d’ar Meurzh
Klet Beyer, sevener ar film Tuning life

Rentañ kont ar film Aube Dorée gant Angélique Kourounis

Kinniget gant Laetitia Fitamant, Tunvezh Glwagen-Grandjean, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.

Pellgargañ