Search Results for: benjamin bouard

Adkroget ganti #16

podkast

Adkroget ganti #16

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, a safaro deomp deus dizro ar re yaouank d’ar skol a-benn dilun.
Brieg Guerveno a glevimp en-dro diwar-benn e bladenn nevez, bet choazet n’eus ket pell gant Produet e Breizh evit priz ar bladenn produet e Breizh.

Teir c’hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag ar gronikenn Yec’hed asambles gant Gaelle Pedron hag Enora Molac.

Keleier gant Tunvezh Wloegen.

Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #11

podkast

Adkroget ganti #11

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned !

Dounia Wolteche, evit safaret deomp deus manifestadeg ar c’hentañ a viz-Mae a oa bet e Sant-Riwall, hag ar fest-noz a oa bet disadorn evit soutenn ar vanifesterien bet paket gant an archerien.
Fulub Kere, rener Deskiñ d’an Oadourien, diwar-benn ar stajoù brezhonek a vo e-doug an hañv.

Daou dañva bet tennet deus an abadenn Deomp Dezhi, gant Benjamin Bouard.

Teir c’hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned zo, ar gronikenn yec’hed hag Ar Bed o Treiñ.

Keleier gant Erwan Blanchard.


Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #9

Gant : Dominique Merrien, Gilles Pennec, Jean-Paul Kerdranvat, Liza Jakez-Vargas

Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loar Gann, en deus roet e sav-poent war embregerezh Elon Musk, SpaceX. Pa grog ar prevez da gemer plas ar stadoù evit beajiñ en egor… Ur sujed gant Tunvezh Vloaguen-Granjean.
E miz meurzh e teue e-maez ‘Koktail ar vuhez’, un dastumad danevelloù gant Gilles Pennec. Bremañ pa c’heller fiñval muioc’h a stal da stal, kit da gaout ho kwerzher levrioù muiañ-karet d’an daoulamm!
Jean-Paul Kerdranvat zo bet miliner evel e dad hag e dad-kozh. Un tañva eus an ‘Divskouarn o Nijal’ a vo kinniget gant Benjamin Bouard disul ha dimeurzh da 12e00 ha da 18e00. Un abadenn a c’heller kaout e podkast dija.
Penaos e c’hoarier gant ar ger ‘biz’ e brezhoneg? Selaouit Liza Jakez-Vargas.
Ha pladañ-dibladañ ‘vo graet gant an albatrosed : gante e c’heller diskoachañ ar besketourien e-maez lezenn.

Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #7

Adkroget ganti an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Annaick Loizel, ezelez ar strollad Kernavelo e Kemper, diwar-benn plas ar velo e kêr.Gant Tunvezh Wloagen Grandjean.
Camille Diquelou, skolaerez kentañ trede skol Diwan Kemper, da vezañ digoret e miz Gwengolo. Gant Benjamin Bouard.
Leo Gerard-Michel, labourer douar e GAEC La Terre, diwar-benn buhez ar baisanted ‘pad an dispell. Gant Marianne Vaidie.

Keleier gant Tunvezh wGloagen-Grandjean.

Pellgargañ an abadenn